Enrique II Kastilha
Enrique II de Castilla (Sevilla, 1334 – Santo Domingo de la Calzada, 1379), pe Enrique de Trastámara, Enrique el Fratricida pe de las Mercedes, a oa roue Kastilha. Kentañ roue an Tiegezh Trastámara e oa.
Mab bastard e oa da Alfonso XI Kastilha ha d'e serc'h Leonor Núñez de Guzmán. Brezel a reas d'e hantervreur, Pedro Iañ Kastilha (1334-1369), kent e lazhañ.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar pevare eus dek bugel ar roue Alfonso XI ha Leonor de Guzmán (tataranieta de Alfonso IX de León) e oa. Ur breur gevell en doa, Fadrique Alfonso de Castilla. En Alcázar Sevilla e oant bet ganet.
E penn armeoù Kastilha e oa e miz Meurzh 1362 pa gemeras kêr Saugues digant an Tard-Venus kaset gant Perin Boias. E Mezheven 1362 e voe trec'h war 1 200 soudard bour Breteuil e Montpensier.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas Enrique II e 1350 da Juana Manuel de Villena, itron Villena, Escalona ha Peñafiel, ur verc'h da Don Juan Manuel ha da Blanca Núñez de Lara, ha tri bugel o devoe :
- Juan (1358–1390), roue Kastilha war-lerc'h e dad evel Juan Iañ.
- Leonor (1362–1415), dimezet da Carlos III Navarra
- Juana (1367-1374), marvet en bugel.
Bugale all en devoe, ha darn anezhe a voe meneget o anvioù en e destamant e 1374 :[1]
- Alfonso Enríquez Kastilha (1355-1398), mab da Elvira Íñiguez, kentañ kont Noreña ha kentañ kont Xixón.
- Leonor Kastilha, "la de los leones", merc'h da Leonor Álvarez, kentañ itron Dueñas.
- Juana de Castilla ([[[1367]]–?), merc'h da Elvira Íñiguez[2]. Lidet e voe an eured en 1378, ha bugale o doe:
- Enrique de Villena el nigromántico, mestr Urzh Calatrava, kont Cangas ha Tineo,
- dimezet da María de Albornoz, intron an Infantado.</ref>
- Enrique de Villena el nigromántico, mestr Urzh Calatrava, kont Cangas ha Tineo,
- Constanza Enríquez de Castilla.
- Fernando Enríquez de Castilla (1365-1438).
- María de Castilla (1375-war-dro 1393), merc'h da Beatriz Fernández. Dimezet da Ziego Hurtado de Mendoza, Xvet señor de Mendoza, amiral Castilla ha Juan II Kastilha.
- Fadrique de Castilla (1360-1394), marvet er vac'h en Almodóvar del Río en 1394. Orgediñ a reas ouzh Leonor Sánchez de Castilla, bastardez da Sancho de Castilla, kont Alburquerque har ur verc'h o doe.
- Beatriz de Castilla († 1409)
- Enrique Kastilha (1378-1404), mab d'an itron Juana de Sousa, eus Córdoba, merc'h da Vasco Alfonso de Sousa, alcalde-mayor Córdoba, ha da Varía Gómez Carrillo, Iañ dug Medina Sidonia ha Iañ kont Cabra[3]. Beziet e Moskeenn-Iliz-veur Córdoba.
- Pedro Enríquez Kastilha († 1366), marvet o kouezhañ dre ar prenestr en alcázar Segovia, beziet en Iliz-veur Santa María Segovia.
- Isabel Enríquez de Castilla († c. 1419), merc'h da Juana de Cárcamo.
- dimezet da Gonzalo Núñez de Guzmán, hogen torret e voe an eured gant ar pab Klemez VII. Diwezhatoc'h ez eas da leanez da vanati Santa Clara la Real, e Toledo, ma voe abadez ha m'emañ he bez.
- Inés Enríquez Kastillha (marvet war-dro 1443), merc'h da Juana de Cárcamo. Abadez manati Santa Clara la Real, e Toledo, ma voe beziet.
- Juana Enríquez Kastilha, merc'h da Juana, itron Cifuentes.
- Dimezet d'an infant Dionisio Portugal, mab da Bedro Iañ Portugal ha da Inês de Castro, beziet e manati Guadalupe.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Crónicas de los reyes de Castilla D. Pedro I, D. Enrique II, D. Juan I, D. Enrique III, >Levrenn II, pp. 106-121 , gant Pedro López de Ayala [1]
- ↑ Meneget ivez evel "Inés Díaz de la Vega", nemet Elvira Iñíguez e testamant ar roue. Pe ur fazi pe ur serc'h all. Meneget eo e testamant he zad, ma lavare hennezh reiñ Urueña dezhi ma ne dizhe ket dimeziñ da Pedro de Aragón, IIvet markiz Villena (1362—Aljubarrota, 1385), mab da Alfonso de Aragón y Foix.
- ↑ N'eo ket meneget en testamant e dad en 1374.